Strizh-mor Hormuz, pe strizh-mor Hormoz (arabeg: مضيق هرمز - Madīq Hurmuz ; perseg تنگه هرمز Tange-ye Hormoz) zo ur strizh-mor etre Pleg-mor Persia er gornaoueg ha Pleg-mor Oman er reter. En hanternoz d'ar strizh-mor emañ Iran, hag er c'hreisteiz emañ an Emirelezhioù Arab Unanet hag un tamm eus Oman.
63 km eo e hirder ha 40 km e ledander. Pouezus eo ar strizh-mor rak an hent nemetañ eo da zont er-maez eus Pleg-mor Persia. Drezañ e tremen 35% eus an eoul-maen kaset gant bagoù er bed a-bezh.